Deskiñ ha Komz Brezhoneg

logo

Kentel Brezhoneg - Miz Du 2024

Conditionnel Potentiel vs Subjonctif

Conditionnel irréel(dic'hallus) Bezañ/Kaout


Oulpan 3 Kentel 9

a : Soñj 'teus deus ar servij 'moa rentet dit warlene ?

b : Hag em eus, ur maen gwenn 'dlean dit 'vit se.

a : Just 'walc'h, me 'garfe 'skrivfes ul lizher-glizh 'vidon...

b : Ul lizher-glizh ! Perak ne rafes ket se da-hun' ?

a : 'C'houlan ket 'vefe anave'et ma skritur... Un afer luziet eo.

b : Gwel' 'ran... Ha petra 'faot dit 'lakafen war da lizher dianv ?

a : Mar gallfes adskrivañ ar pezh 'm eus lakaet amañ...

b : Mat... Gortoz, 'h an da dapout ma lunedoù...

 

a : Soñj ac'h eus eus ar servij am boa rentet dit warlene ?

b : Hag em eus, ur maen gwenn a zlean dit evit se.

a : Just a-walc'h, me a garfe e skrivfes ul lizher-glizh evidon...

b : Ul lizher-glizh ! Perak ne rafes ket se da-unan ?

a : Ne c'houlan ket e vefe anavezet ma skritur... Un afer luziet eo.

b : Gwelet a ran... Ha petra a fell dit e lakafen war da lizher dianv ?

a : Mar gallfes adskrivañ ar pezh am eus lakaet amañ...

b : Mat... Gortoz, ez an da dapout ma lunedoù...

• Geriaoueg Oulpan 3 Kentel 9.

C'hoarvezout  se produire

Displegañ  expliquer

Kuit  adv. d'éloignement (away)

Mont kuit  s'en aller

Nijal kuit  s'envoler (au loin)

Tec'hel kuit  s'enfuir (au loin)

Tan  (du) feu

Servij(où)  service(s)

Rentañ  rendre

Maen gwenn  pierre blanche (fière chandelle)

Just a walc'h  justement

Lizher-glizh  billet doux

Evidon  pour moi

Da-hunan/da-unan  toi même

Skritur  écriture

Afer°  affaire

Dianv  anonyme

Luziet  emmêlé, compliqué

Adskrivañ  copier, recopier

     

 • BEZAÑ

 an doare-divizout    an dic'hallus        
 Befen - 'Vefen    Bijen - 'Vijen    je serais  
 Befes - 'Vefes    Bijes - 'Vijes    tu serais  
 Befe - 'Vefe    Bije - 'Vije    il(elle)  serait 
 Befemp - 'Vefemp    Bijemp - 'Vijemp    nous serions  
 Befec'h - 'Vefec'h    Bijec'h - 'Vijec'h    vous seriez  
 Befent - 'Vefent    Bijent - 'Vijent    ils(elles)  seraient 
 Befed - 'Vefed    Bijed - 'Vijed    on serait  

 • KAOUT

 an doare-divizout        an dic'hallus         
 Am(em)Befe    ('Mefe)    Am(em) Bije   ('Mije)    j'aurais  
 Az(ez)Pefe    ('Tefe)    Az (ez) Pije    ('Tije)    tu aurais  
 En Defe    ('Nefe)    En Dije    ('Nije)    il aurait  
 He Defe    'Nefe 'Defe   He Dije    'Dije 'Nije   elle aurait  
 Hor Befe    ('Mefemp)    Hor Bije    ('Mijemp)    nous aurions  
 Ho Pefe    ('Pefe)    Ho Pije    ('Pije)    vous auriez  
 O Defe    ('Nefent)    O Dije    ('Nijent)    ils(elles) auraient 

 

• C'hoari Diñsoù - p75/p76 OULPAN 3 K9

 

C'hoari Diñsoù p75 C'hoari Diñsoù p75
Galleg Brezhoneg
1  Pourquoi ne veux-tu pas que je vienne avec toi ?  Perak ne fell ket dit e zeufen ganit ? 
2  Nous n'avons pas envie qu'ils cassent quelque chose.   N'hon eus ket c'hoant e torrfent un dra bennak. 
3  J'aimerais bien que tu répares ma caméra.   Me a gavfen mat e dresfes ma c'hamera. 
4  Je ne veux plus que l'on me parle de médicaments.  Ne'm eus ket c'hoant ken e vefe komzet din eus louzeier. 
6  Elle n'a pas envie qu'il sache où elle était le 13 février.  N'he deus ket c'hoant e oarfe dezhañ pelec'h e oa hi an 13 a-viz c'hwevrer. 
7  Que devrais-je faire ?  Petra a dlefen d'ober ? 
8  Les nuages que nous voyons sont beaux.  Ar c'houmoulen hag-eñ gwelomp zo kaer. 
10 Cet or vous appartient ? "non"  An aour-mañ emañ deoc'h ?nbsp;
11 Je ne veux plus que vous jouiez avec cette balle.  Ne fell ket din e c'hoarfec'h gant ar boloten-se ken. 
12 Elle n'aimerait pas que ce soit su.   Ne blijfe ket dezhi e vefe gouezet. 
13 J'aimerais être dentiste.  Plijout a rafe din bezañ dentour. 
14 Nous n'avons pas envie que vous soyez piqués par des moustiques.  N'hon eus ket c'hoant e vefec'h flemmet gant ar moustiked. 
15 Ton fils serait plus sérieux que le mien ?  Da vab e vefe seriüsoc'h eget ma hini ? 
16 S'il pouvait, il mangerait des choux.  Ma c'hallfe, debret a rafe kaol. 
18 Nous ne pensions pas qu'il pourrait faire ça.  Ne soñjfemp ket e c'hallfe dezhañ d'ober se. 
19 Clarisse, pourriez-vous repasser mes chaussettes avant de préparer le souper ?   Clarisse, Gallout a rafec'h ferriñ ma loeroù araok fardañ koan ? 
20 Il n'a pas envie que sa femme s'enfuie.  N'en deus ket c'hoant hag-eñ ez a e gwreg kuit. 

 

 

C'hoari Diñsoù p76 C'hoari Diñsoù p76
Brezhoneg Galleg
1  Ne faot ket din e komzfes eus se ken.  Je ne veux plus que tu parles de ça. 
2  Perak e tlefen teuler ma urzhiataer kozh ?  Pourquoi je devrais jeter mon vieil ordinateur ? 
3  Honnezh a garfe bezañ kelennerez..  Celle-ci aimerait être prof. 
4  Ez an da gas ul lizher-glizh dezhi. "Ne dlefes ket ober se"    Je vais lui envoyer un mot-doux. "tu devrais pas faire ça."  
6  Pegoulz e fell deoc'h ez afemp kuit.  Quand voulez vous que nous partions ? 
7  N'em eus ket c'hoant e nijfe ma feroked kuit.  Je n'ai pas envie que mon perroquet s'envole.
8  Me a garfe e vefe displeget din perak on bet galvet.  Je voudrais que l'on m'explique pourquoi j'ai été appelé.
10 Ne vefe ket aesoc'h dit dougen an daol ?  Ca te serait pas plus facile de porter la table ? 
11 Leizh a vlev-kevnid zo e solier da voereb.  Il y a plein de toiles d'araignée dans le grenier de ta tante. 
12 Ni a garfe e teufent d'an 18 a viz Mae.  Nous aimerions qu'ils viennent le 18 mai. 
13 Ma 'm befe arc'hant e karfen beajiñ.  Si j'avais de l'argent j'aimerais voyager. 
14 An dud amañ a faot dezho e vefe digoret ur skol nevez.  Les gens d'ici voudraient que soit ouverte une nouvelle école. 
15 N'em eus ket gwall c'oant e vefe troc'het ma blev din.  Je n'ai pas très envie qu'on me coupe les cheveux. 
16 Ha ma c'hoarvezfe un dra bennak e-barzh en dour ?  Et s'il arrivait quelque chose dans l'eau ? 
18 Petra a faot deoc'h e lakafemp en e wele ?  Pourquoi voulez-vous nous mettre dans son lit ? 
19 Pa oan yaouank e faote din mont da spier.  Quand j'étais jeune, je voulais devenir espion. 
20 Gallout a rafec'h lavaret din pelec'h emañ an apotikerezh c'hoazh ?  Pouvez-vous me dire où est la pharmacie déjà ? 

• Pleustriñ - p176 OULPAN 3 K22

a : Goüt 'rez un dra bennak diwar-benn an den-se ?

b : Hervez kont 'nefe sonet gant Clapton.

a : Ka'out 'ra dit eo gwir ?

b : Soñj ket din, ma 'nije sonet gant clapton 'mijemp klevet kaoz dioutañ.

Ar meurzh 19 a-viz Du 2024

• Skouerioù an doare-dic'halus

M'hor bije gallet hor bije komzet brezhoneg abretoc'h.

Ma 'mijemp gallet 'mijemp komzet brezhoneg abretoc'h.

Ma vijec'h chomet pelloc'h, ho pije('pije) bet ur boc'h da evañ.

Ma'z pije bet naon, ez pije debret da soubenn.

• Testenn farsus da studiañ

Ur paotrig a skiant vat

Bloaz eo erruet bremañ Feñchig bihan ha ne gomz ket c'hoazh.

Reizh eo, neketa ?

O ren e zaou vloaz eo bremañ he n'en deus ket distaget an disterañ

gerig evit c'hoazh. Dont a raio !

Aet eo ar paotrig en tu all da dri bloaz ha mut-sot eo atav.

E dud a zo deuet da vezañ ankeniet bras bremañ.

Kaset eo bet da gaout ur medisin bras. Hemañ ne gomprenn ket

petra 'zo o c'hoari gant ar paotr bihan kennebeut.

Betek e c'hwec'h vloaz e chom an traoù evel-se.

Diaes e kav ar gerent bremañ.

Un deiz, da boent koan, ar paotrig a lavar d'e vamm a-greiz-tout :

"Yen eo ar soubenn, mamm !"

Hag ar vamm, souezhet-marv, da c'houlenn digantañ perak

e oa chomet dilavar-mut e-pad keit-se :

"E, beñ, betek-henn n'em boa netra da rebech dit !"

a respontas ar Feñchig bihan ken seder ha tra.

 

Da soñjal ervat : Daou vloaz evit deskiñ kaozeal, hag ur vuhez-pad evit deskiñ tevel."

Tro-lavar d'ar destenn

petra 'zo o c'hoari gantañ  que lui arrive t'il

ken (seder) ha tra  très sereinement

ken (aes) ha tra   très facilement

en tu all da&  au delà de

ken (aes) ha tra  très facilement

betek-henn  jusqu'à présent

a-greiz holl(tout)  tout à coup, au milieu de tout

Gerioù d'ar destenn

distagañ  prononcer

disterañ  le moindre

ankeniañ  angoisser

kennebeut  non plus

souezhet  étonné

rebech  reprocher

ervat  bien, comme il faut

•  Me garje bout, Kaner ha oberour Gilles Servat Testenn Anjela Duval

 

 

Pa welan-me skornet ar stêr...

me garje bout an Nevez-Hañv...

Pa welan suilhet ar peurvan...

me garje bout ur barrad glizh...

Pa welan ur rozenn digor...

me garje bout ur valafenn...

Pa welan lili-dour al lenn...

me garje bout un alarc'h gwenn...

 

Pa zeuy en dro Nevenoe...

me garje bout ar Menez Bre...

 

Pa welan an heol o vont da guzh...

na me garje bout ul livour...

Pa welan ar c'hlañvour o c'houzañv...

me garje bout ur pareour...

Pa welan an arzour o kanañ...

me garje bout ar ganaouenn...

Pa glevan an avel o c'hwezhañ...

Na me 'garje bout un delenn...

 

Pa zeuy en dro Nevenoe...

me garje bout ar Menez Bre...

 

Pa glevan ur bugel o c'hoarzhin...

me garje bout e vamm dezhañ...

Pa gavan un neizh pennglaouig...

me garje bout ar vioù glas...

Pa welan ur vaouez kenedus...

me 'garje bout he melezour...

Pa welan-me skornet ar stêr...

me garje bout an Nevez Hañv...

 

Pa zeuy en dro Nevenoe...

me garje bout ar Menez Bre...

 

Savet gant : Anjela Duval

 

•  Me garje bout, lavaret gant Yann-Ber Piriou, Testenn Anjela Duval

 

 

I

Pa welan-me skornet ar stêr

Me garje bout an Nevez-Hañv

Me garje bout ur barrad glizh

Pa welan suilhet ar peurvan

Pa welan an heol o vont da guzh

Na me garje bout ul livour

Pa welan ar c'hlañvour o c'houzañv

Me garje bout ur pareour

Pa welan digor ur rozenn

Me garje bout ur valafenn

II

Pa glevan an arzour o kanañ

Me garje bout ar ganaouenn

Pa glevan an avel o c'hwezhañ

Na me 'garje bout un delenn

Bout Izold ar veleganez

O selaou telenn aour Marzhin

Me garje bout milinerez

Pa welan tourlant ur vilin

E metoù lili-dour al lenn

Me garje bout un alarc'h-gwenn

 

III

Me garje bout koumoulenn roz

Pa sked warni an heol vintin

Ha bout ur garlantez glizin

War voger louet ur maner kohz

Me garje bout ur steredenn

O lintrañ war vantell an noz

Me garje bout ul lilienn

Me garje bout ur bodig roz

Pa welan mousc'hoarzh ur babig

Nan me garje bout e vammig

IV

Pa welan ur rozenn skedus

Me garje bout al liorzhour

Pa welan 'r vaouez kenedus

Me garje bout he melezour

Me garje bout an alc'houeder

O tibun e ganenn vintin

E porched an neñv bout Sant Per

Ha digerin d'an evn lirzhin

Pa deuy en dro Nevenoe

Me garje bout ar Menez Bre

 

V

Edon lagad seder ur gour

Me garje bout ur vleuñienn lin

Me garje bout d'un devezh dour

Ar ganavedenn he seizh liv

Me garje bout an eostig noz

O telennañ en dervernn gozh

Me garje bout ar winizenn

A hadañ en erv d'an Here

A vez tañvouezenn da C'houere

Ha da Wengolo hostiv wenn !

 

Nota

Kentañ Sul ar c'horaiz 1968